Navet deiz
Chapeled an Drugarez
En deroù:
Hon Tad hag a zo en Neñv,
Hoc’h Anv bezet santelaet,
Ho Rouantelezh deuet dimp,
Ho Mennant’ez bezet graet
war an douar evel en Neñv.
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek.
Pardonit dimp hor pec’hedoù evel ma pardonomp
D’ar re o deus manket ouzhimp.
Ha n’hol lezit ket da gouezhañ en temptadur
met hon diwallit diouzh an droug. Amen
+
Kevac’h deoc’h Mari, leun a c’hras,
Emañ an Aotroù Doue ganeoc’h.
Benniget oc’h dreist an holl gwragez
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp pec’herion bremañ
Ha war hon tremenvan. Amen
+
Me gred e Doue an Tad Hollc’halloudeg,
Krouer an Neñv hag an douar,
Hag e Jezuz-Krist hon Aotroù,
A zo bet engehentet dre c’halloud ar Spered Santel,
Ganet eus ar Werc’hez Vari,
En deus gouzañvet dindan Poñs Pilat,
A zo bet kroaztaget, a zo marvet,
A zo bet sebeliet,
A zo diskennet d’an ifernioù.
D’an trede deiz eo savet a varv da vev,
Pignet d’an Neñvoù,, emañ azezet en tu dehoù
da Zoue an Tad Hollc’halloudeg.
Ac’hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev.
Me gred er Spered Santel,
En Iliz santel katolik,
E kenunaniezh ar sent,
E Pardon ar pec’hedoù,
E dasorc’hidigezh ar c’hig,
Er vuhez peurbadel.
Amen.
War ar greunennoù bras:
- Tad peurbadel, kinnig a ran deoc’h
Korf, ha Gwad, Ene ha doueelezh
Ho Mab muiañ karet, hor Salver Jezuz-Krist
- (respont) *Evit dic’haouiñ hor pec’hedoù ha re ar bed a-bezh
En dibenn, 3 gwech:
- Doue Santel Santel Nerzhus, Santel Divarvel
- (respont) *Ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh
hag ivez 3 gwech : Jezuz, fiziañs am eus Ennoc’h !
*
Deiz kentañ
Eil deiz
Trede deiz
Pevare deiz
*
Laisser un commentaire
Vous devez être connecté pour rédiger un commentaire.