( 30 mars, 2013 )

Trede deiz

Trede deiz deiz3

Chapeled

En deroù:

Hon Tad hag a zo en Neñv,

Hoc’h Anv bezet santelaet,

Ho Rouantelezh deuet dimp,

Ho Mennantez bezet graet

war an douar evel en Neñv.

Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek.

Pardonit dimp hor pec’hedoù evel ma pardonomp

D’ar re o deus manket ouzhimp.

Ha n’hol lezit ket da gouezhañ en temptadur

met hon diwallit diouzh an droug. Amen

+

Kevac’h deoc’h Mari, leun a c’hras,

Emañ an Aotroù Doue ganeoc’h.

Benniget oc’h dreist an holl gwragez

Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.

Santez Mari, Mamm da Zoue,

Pedit evidomp pec’herion bremañ

Ha war hon tremenvan. Amen

+

Me gred e Doue an Tad Hollc’halloudeg,

Krouer an Neñv hag an douar,

Hag e Jezuz-Krist hon Aotroù,

A zo bet engehentet dre c’halloud ar Spered Santel,

Ganet eus ar Werc’hez Vari,

En deus gouzañvet dindan Poñs Pilat,

A zo bet kroaztaget, a zo marvet,

A zo bet sebeliet,

A zo diskennet d’an ifernioù.

D’an trede deiz eo savet a varv da vev,

Pignet d’an Neñvoù,, emañ azezet en tu dehoù

da Zoue an Tad Hollc’halloudeg.

Ac’hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev.

Me gred er Spered Santel,

En Iliz santel katolik,

E kenunaniezh ar sent,

E Pardon ar pec’hedoù,

E dasorc’hidigezh ar c’hig,

Er vuhez peurbadel.

Amen.

 

War ar greunennoù bras:

-    Tad peurbadel, kinnig a ran deoc’h

Korf, ha Gwad, Ene ha doueelezh

Ho Mab muiañ karet, hor Salver Jezuz-Krist

-   (respont)     *Evit dic’haouiñ hor pec’hedoù ha re ar bed a-bezh

 

En dibenn, 3 gwech:

-     Doue Santel Santel Nerzhus, Santel Divarvel

-  (respont)   *Ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh

hag ivez 3 gwech :   Jezuz, fiziañs am eus Ennoc’h !

 

*

Deiz kentañ

Eil deiz

Pevare deiz

*

Pas de commentaires à “ Trede deiz ” »

Fil RSS des commentaires de cet article.

Laisser un commentaire

|