( 30 mars, 2013 )

Kouviadenn Pask

*

*   *   *

*

Dasorc’het eo an Aotrou ! Jezuz Dasorc’het, kentañ ganet a-douez ar re varv, hor sach war e lerc’h evit hol lakaat da dremen eus ar marv d’ar vuhez. Pep den zo galvet da zegemer ennañ e-unan ar vuhez nevez-mañ a zo dezhi ivez kemer korf en tiegezhioù, diazezet hiviziken war ar C’Hrist, ha c’hoazh azblivaat kement pobl a zo war an douar evit he lakaat da sevel he mouezh e kan pantekostel ar broadoù. Sed ar bed nevez ma c’hell ar feizidi mont ennañ dre o feiz kent e berc’hennañ da vat er c’hlod.

Gwimaeg

En amzer-mañ a ziskiladeg hollel eus ar broadoù, en amzer-mañ ma vez diskaret diazezoù an tiegezh kristen ha ma vez aprouet kement hon tiegezhioù, e teu da vezañ mallusoc’h eget biskoazh hon engouestl hiniennel da-heul ar C’Hrist. Arabat dimp en em douellañ o c’hortoz deizioù gwelloc’h gant gouzañvadegezh tra m’emañ ar Spered o c’hwezhañ a-benn ober ac’hanomp hiziv an deiz oberourion ar bed nevez.

Dindan mantell santez Anna, e Breizh hor bro hag en atil sevenadur kristen Breizh, eomp da ganañ ar c’han nevez, pourc’homp dilhad eured ar rouantelezh ha kemeromp perzh e Kan ar Pobloù ! Gwall voan e vo marteze hor c’han, diouganel e vo avat !

 

Le Seigneur est ressuscité ! Premier né d’entre les morts, il nous entraîne à sa suite dans son passage de la mort à la vie. Cette vie nouvelle que chaque homme est appelé à accueillir personnellement doit aussi s’incarner dans la famille, fondée désormais sur le Christ, et dans la vie même des peuples qui forment la famille humaine, chacun d’eux étant appelé à faire entendre sa voix dans la louange pentecostale des nations. C’est le monde nouveau dans lequel les fidèles entre par la foi avant d’en vivre en plénitude un jour dans la gloire.
            En ces temps d’apostasie générale des nations, en ces temps où les fondements même de la famille chrétienne sont mis à mal et où nos familles elles-mêmes sont si éprouvées, notre engagement personnel à la suite du Christ est plus urgent que jamais ! Ne nous illusionnons pas dans l’attente passive de jours meilleurs alors que l’Esprit souffle pour faire de nous les artisans du monde nouveau.
Sous le manteau de sainte Anne, sur notre terre de Bretagne et dans le terreau de sa culture chrétienne, venons chanter le chant nouveau, revêtons les habits de noces du Royaume et entrons dans le Chant des Peuples ! Notre chant sera peut-être pauvre mais il sera prophétique !

 

E Lann-Anna

 

D’ar Sul 31 a viz Meurzh  /

Dimanche 31 mars :

Da 6 eur d’abardaez :

Gousperoù an Dasorc’hidigezh

18h : Vêpres de la Résurrection

 *

D’ar Sul 7 a viz Ebrel /

Dimanche 7 avril.

Da 6 eur d’abardaez : Gousperoù an Drugarez

18h : Vêpres de la Miséricorde.

 *

D’ar Sul 14 a viz Ebrel /

Dimanche 14 Avril

Emvod evit izili ha danvez izili Kenunaniezh Tiegezh Santez Anna

Réunion des membres de la Communion Tiegezh Santez Anna

et des postulants à l’engagement

 Trede Sul Fask an Aotrou. Adalek 12e30 : Merenn tennet eus ar sac’h. Diouzh an abardaez : Kelennadenn, gousperoù an Dasorc’h.

  Troisième dimanche de Pâques. A partir de 12h30 : Pique-nique tiré du sac. L’après-midi : Enseignement, vêpres de la Résurrection.

*

1 Commentaire à “ Kouviadenn Pask ” »

  1. Fabrig Coupechoux dit :

    Ra zasorc’ho bemdez-Doue en hon c’halon !

Fil RSS des commentaires de cet article.

Laisser un commentaire

|