• Accueil
  • > Archives pour le Vendredi 29 mars 2013
( 29 mars, 2013 )

Naved an Drugarez

 

Naved an Drugarez bild118-225x300

An naved-mañ, bet lakaet e brezhoneg gant Fulub, a voe goulennet gant an Aotroù Jezuz, dre hantouriezh c’hoar Faostina Kowalska, evit en em brientiñ da Sul an Drugarez (a glot gant eil Sul Fask). (evit gouzout pelloc’h, klikit amañ: ***)

E-pad naou devez neuze, adalek ar Gwener Santel (pe diwezhatoc’h zoken, ma’z eus dale ganeoch!), e c’hell bezañ pleustret en doare da heul, gant ur chapeled boutin hag o kregiñ gant ur mennad arbennik ha disheñvel bemdez.

Krogomp neuze gant pedenn deiz kentañ an naved, hag gant ar chapeled war-lerc’h.

 

En Anv an Tad,

hag ar Mab,

hag ar Spered Santel +

 

Deiz kentañ

deiz1an.bras_

 Setu aze chapeled an Drugarez, a c’heller dibunañ war ar bemdez, goude ar bedenn arbennik :

En deroù:

Hon Tad hag a zo en Neñv,

Hoc’h Anv bezet santelaet,

Ho Rouantelezh deuet dimp,

Ho Mennant’ez bezet graet

war an douar evel en Neñv.

Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek.

Pardonit dimp hor pec’hedoù evel ma pardonomp

D’ar re o deus manket ouzhimp.

Ha n’hol lezit ket da gouezhañ en temptadur

met hon diwallit diouzh an droug. Amen

+

Kevac’h deoc’h Mari, leun a c’hras,

Emañ an Aotroù Doue ganeoc’h.

Benniget oc’h dreist an holl gwragez

Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.

Santez Mari, Mamm da Zoue,

Pedit evidomp pec’herion bremañ

Ha war hon tremenvan. Amen

+

Me gred e Doue an Tad Hollc’halloudeg,

Krouer an Neñv hag an douar,

Hag e Jezuz-Krist hon Aotroù,

A zo bet engehentet dre c’halloud ar Spered Santel,

Ganet eus ar Werc’hez Vari,

En deus gouzañvet dindan Poñs Pilat,

A zo bet kroaztaget, a zo marvet,

A zo bet sebeliet,

A zo diskennet d’an ifernioù.

D’an trede deiz eo savet a varv da vev,

Pignet d’an Neñvoù,, emañ azezet en tu dehoù

da Zoue an Tad Hollc’halloudeg.

Ac’hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev.

Me gred er Spered Santel,

En Iliz santel katolik,

E kenunaniezh ar sent,

E Pardon ar pec’hedoù,

E dasorc’hidigezh ar c’hig,

Er vuhez peurbadel.

Amen.

 

War ar greunennoù bras:

-    Tad peurbadel, kinnig a ran deoc’h

Korf, ha Gwad, Ene ha doueelezh

Ho Mab muiañ karet, hor Salver Jezuz-Krist

-   (respont)     *Evit dic’haouiñ hor pec’hedoù ha re ar bed a-bezh

 

En dibenn, 3 gwech:

-     Doue Santel Santel Nerzhus, Santel Divarvel

-  (respont)   *Ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh

hag ivez 3 gwech : Jezuz, fiziañs am eus Ennoc’h !

 

 

*

 Eil deiz

Trede deiz

Pevare deiz

 Pemvet deiz

C’hwec’hvet deiz

Seizhvet deiz

Eizhvet deiz

Navet deiz

*

 

|